C'hwec'h Merc'h Gwerc'heKk7 R V U n7506 TlmnnQq
C'hwec'h Merc'h Gwerc'h zo ur rimadell vrezhonek, dezhi meur a stumm, evel ma c'hoarvez aliezik.
Taolenn
- 1 Doareoù
- 1.1 Doare Dumoulin
- 1.2 Doare Jabadan
- 1.3 Kartenn-bost
- 1.4 Doare Priel
- 1.5 Doare Heliaz
- 1.6 Doare kelennet
- 2 Doareoù all
- 2.1 Seizh
- 2.2 Pemp
- 3 Pladennoù
- 4 Notennoù
Doareoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh ar stummoù koshañ e c'haller krediñ e oa ur stumm berrik da gentañ, aet war hiraat goude.
En holl zoareoù kinniget amañ e ranker distagañ kreñv ar c'hensonennoù, diaesañ tra da c'hallegerien, a-hervez.
Doare Dumoulin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Alanus Dumoulin, Grammatica latino-celtica, 1800, p. 2 : c'huec'h plac'h guerc'h var c'huec'h marc'h guen.[1]
Doare Jabadan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War Le Courrier du Finistère, 25 a viz Du 1882, p. 3-d : C'huec'h merc'h gwerc'h var c'huec'h sac'h kerc'h ![2]
Kartenn-bost[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hiroc'h eo ar stumm skrivet war ur gartenn-bost[3]eus kentañ kard an XXvet kantved, ma lenner.
- C’houec’h merc’h gwerc’h, war c’houec’h sac’h kerc’h, war c’houec’h marc’h kalloc’h, war an erc’h, o vont d’ar marc’hallac’h.
Anv ebet eus menec'h avat.
Doare Priel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un doare all a gaver el levr Va Buhez e Rusia, e 1955, ha setu ar bourd-mañ da laras Jarl Priel :
- C'hwec'h plac'h gwerc'h
- gant c'hwec'h sac'h kerc'h
- war varc'h war erc'h
- hag ur bern menec'h war o lerc'h [4].
Diwar-gement-se e komprener e oa anavezet ar rimadell e Treger, ha gwelet evel ur bourd. Ar c'hentañ meneg eus menec'h e oa.
Doare Heliaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur stumm all zo bet kinniget gant Per-Jakez Heliaz e Marh al lorh, e 1986. [5]
- C'hweh merh gwerh
- war c'hweh marh kalloh
- ha c'hweh manah war o lerh.
Diwar-gement-se e komprener e oa anavezet ar rimadell er Vro-Vigoudenn. Met anavezet e oa skrid Priel gantañ ivez moarvat.
Doare kelennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu un doare all hag a zo kelennet hiriv, ha skignet e-touez kelennerien, adaozet diwar hini Heliaz, pa dennont dezhañ :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h sac'had kerc'h
- war c'hwec'h marc'h kalloc'h
- ha c'hwec'h manac'h war o lerc'h.
Gant pedergwerzenn anezhañ eo aes a-walc'h da implij er skolioù.
Un doare hiroc'h zo bet savet ivez:
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h sac'had kerc'h
- war c'hwec'h marc'h kalloc'h
- 'vont d'ar marc'had da Venac'h.
- ha war o lerc'h 'oa c'hwec'h manac'h .
Hag unan all, ar stumm hirañ betek-hen :
- C'hwec'h merc'h gwerc'h
- war c'hwec'h marc'h gwenn,
- leun a c'hwen o-c'hwec'h
- gant c'hwec'h sac'had kerc'h
- 'vont d'ar marc'hallac'h da Venac'h
- ha c'hwec'h manac'h digalc'h war o lerc'h.
Doareoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un nebeudig doareoù all zo :
Seizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Seizh merc'h reizh
- war seizh sac'had heiz
- war seizh marc'h kalloc'h
- ha seizh manac'h en o saeoù seiz.(Daveoù a vank)
Pemp[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pemp plac'h estren
- war pemp sac'had brenn
- war pemp marc'h krenn
- ha pemp manac'h diarc'hen war an drein.(Daveoù a vank)
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enrollet eo bet doare Per-Jakez Heliaz (adkempennet un tammig) gant al laz naonedat Tri Bleiz Die (n'eo ket aes kompren ar gerioù avat, ha distaget fall eo ar c'hensonennoù dibenn). [6]
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Grammatica latino-celtica, p. 2
- ↑ Le Courrier du Finistère, miz Du 1882
- ↑ https://www.cartolis.org/detail_notice.php?num=AA00010023
- ↑ Va Buhez e Rusia, gant Jarl Priel, embannet gant Al Liamm, e 1955, pajennoù 58-59.
- ↑ Marh al lorh, Plon, 1986, pajenn 71.
- ↑ Kanet gant Tri Bleiz Die.